Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Hag e teuas d’ar gear, en eur zonjal :
— Diskuiza e c’hello emichans, pegwir eo merket ! Soazig baour !… He c’haret a reen evelato, daoust d’ar re all, pegen tagnouz bennak e oa !…
Rak me ’gred e sonjas ivez :
- Evitan da gaout drein, e karer ar boked !
Ar pez a zo sur eo e tistroas d’ar gear, kalonad d’ezan.
II
Dirak ti Jakez ar Prim e tremene.
— Basta ! deus en ti, eme heman a-ziwar an treujou. Hag ar C'hidour e-barz, e-pad ma lakee ar wreg ar bara hag an amann war an daol.
— Ha chaouia ! eme Jakez, gwelet a rez, mignon paour,
- Darn a ouel, ha darn a gan :
- Ar bed a zo dudi ha poan !
Ha neuze, te ’oar, hirio pe warc’hoaz, pegwir e ranker serra
al lagad ha mont kuit…
- Deut omp a boan
- M’eo poent trei kein,
- Lod a-raok koan,
- Lod goude lein.