fesked, ar C’hidour a ginnigas d’ezi eur werennadig eus e hini mat.
— Ha neuze, Katell, emezan d’ezi a-greiz holl, n’en em blijfec’h ket en eun tiegez e-giz heman ?
— Eo, me ’gred, rak aman, gwir, e kaver pep tra nemet eur vaouez. Ha neuze, mignon,
- Gwelloc’h eo daou eget unan
- D’en em harpa ouz nerz ha poan.
Krak ! sellou doun a rejont an eil ouz egile ; eur startadenn daouarn, hag eun hanter-pok a oa ivez, mar deo gwir ar pez am eus klevet.
Katell a droc’has kuit pa welas an noz o vont da ziskenn.
— Hag a-benn warc’hoaz, eme ar C’hidour d’ezi a-ziwar an treujou, ez imp da staga hon embannou !
— Ya, a zonje ar C’hidour ennan e-unan, n’hellan ket chom er stad-man. Soazig (Doue d’he fardono !) n’ema mui, pegwir eo kousket du-hont : ne damallan ken netra d’ezi ; nemet ma lavarer
- War-lerc’h merc’her e teu yaou ;
- Biskoaz n’int henvel o daou.
Ha setu, emichans, d’an eil dro n’am bo ket unan dagnouz !…