Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/202

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


N’eus forz ! e oa o vont da zacha e dreid gantan ac’hano, rak evit dek skoed en doa gwerzet, an noz a-raok, da Varianna an hostizez, ar maner hag e stalikerez. Ho ! stalikerez eur paotr yaouank koz a bilhaouer n’eo ket pounner ! Tregont lur kennebeud !

— Da belec’h ? emezan koulskoude, piou ’oar dare ? Gwelet a rin, met en hent ez an. Abaoe m’eo eat va mignon Yann Bilh da zizec’ha e eskern da Bark Botorel [1], en eur zelaou ar gwriziou o kreski, abaoe n’emaoun ket mat e-barz va c’hroc’hen, tamm foeltr ebet !… Gwir eo, daouzek vloaz a vo da bardon Gouesnou, abaoe ma oamp hon daou o pilhaoua, o vrocha an hevelep laou, kouls lavaret ! Mat ! maro eo Yann Bilh, miz ’zo bet, hag abaoe e kavan re bounner va zac’h, re louz ar vicher, hag a-dreist holl re frank va lochenn evidon va-unan ! Ha neuze, evit ar zaoud eo mat beza staget da beuri ! Met eur pilhaouer, hennez n’eus ket c’hoaz kavet, e ti bras Boulard e Brest, chadenn na nask d’e zerc’hel. Ya, ya, mont a ran en henchou ; gwasa ma kavin a vo an diouer eus va mignon Yann Bilh.

— Gwir eo avat : en em glevout mat a reac’h. Morse etrezoc’h na ger bihan na ger bras ! E-giz breudeur en em glevac’h, gwelloc’h zoken ! Daou goz pilhaouer koz ! N’ouzoun, ket, met abalamour d’ar voazamant d’ho kwelet an eil gant egile, e kaven kalz a henveledigez etrezoc’h ; hevelep torgenn war ho kein kroummet, hevelep baro broc’h louet !

— Henveledigez pilhaouerien ! eme Laou Druilh, leun e zaoulagad a levenez.

  1. Hano poblek Bered vras Brest.