e fall, ha diouz fall e gwasoc’h, ken na zeuas da bilhaouer da Vrest, e-lec’h ma ris anaoudegez gantan. Ha daou vignon bras omp bet, ya, boutin pep tra etrezomp : pilhou, laou, ha kalonou. Paour kêz Yann Bilh !… Sell ! e-lec’h randoni ha strana ganeoc’h, gwelloc’h eo d’in mont prim en henchou. Kenavo, Marianna Latouz !… Piou ’oar, en em welet a rimp divezatoc’h !…
Hag hep distrei e benn, flip ! setu Laou Druilh er-meaz, e visac’h war e skoaz, o pignat ru ar Werc’hez, dindan ar glao, ha tiz warnan emichans !
N’em em jale ket na gant lousdoni an amzer, na gant hirder an hent m’en doa lakeat en e benn da ober : n’en doa ket amzer a-walc’h da brederia gant kement-se. An hevelep sonj eo a zave bepred en e spered : — N’eus ket da dorta, maout oun, ha biskoaz n’am eus tourtet ken eün. Me, n’eo ket Laou Druilh oun ken, — a-walc’h a laou evel-se ! — me eo breman Yann Bilh, ya, da lavaret eo Yann-Klet ar Gall, ganet bloaz hag hanter-kant a zo e Plogô, ha bet gwechall ar mestr e Keradreuz, sko e Sant-Tujen-an-Alc’houez ; me eo pried ar Vadalenn, kollet ganti an dri c’hard eus he fenn abaoe m’eo chomet intanvez glac’haret ha beo he gwaz !… Sec’h da feunteuniou, Madalenn, setu da Yann o tont en-dro ; laz al leue-lart mar zo, pe gra « fest-an-oc’h », evel ma kari !… Rak evit hounnez… nemet deut e vefe gwelloc’h he fenn en-dro… Met ar re all ? Daoust ha kemeret a rint Laou Druilh evit Yann Bilh ?… Da genta--