penn, henvel a-walc’h e oamp hon daou ; hag ouspenn-ze, Yann ne oa ket bet er C’hap abaoe tregont vloaz, na me kennebeut ; ha d’an trede, anaout ran doareou ar vro-ze ; ha, d’an diveza penn, tanfouich ! e baperou a zo ganin, Yann a zo maro, ha me eo breman Yann, hag e damm peadra a vo dizale em bisac’h. Ar mignon Yann Bilh en doa mez o tistrei d’ar gear. Diod ! Laou Druilh a yelo evitan hag a yalc’hato en e lec’h, treut pe druz e-giz m’en em gavo da douza !…. Piou a ouezo petra ?… Abaoe keit-all amzer !… Hag henvel a-walc’h e-giz ma ’z omp !… Hag e baperiou a zo em godell c’hoaz ! Foei ’ta !… Nann, nann ! Yann-Klet ar Gall n’eo ket maro, setu hen aman ; e pelec’h ema an arc’hant a deu d’ezan abaoe n’en deus bet gwenneg ebet ?… Ha ma vez dizoloet ar stal, houf ! petra ’vo great d’in-me ?… Gwerza va c’hroc’hen ? Marc’had divalo ! Ar varc’hadourez ne dalv ket kalz a dra vat, nebeutoc’h dre bouez eget krec’hen gozed, kalz !… Ha, mar teuan a-benn eus an taol, ema skubet al laou diwar va zruilhou, ha setu me peadra d’in ! Ha me perc’henn war an diveza ! Ne vo ket bet re abret !
Ha Laou Druilh a-wechou a c’houeze teo gant al lorc’h, sounn e benn, ha prim e droad ; hag… a-wechou all, e kroumme striz e gein, hag e chome a-zav da zelaou ha da zellet, gant aon na glevfe pe na welfe Beg-ma-Zok (an archer !) o tont d’e zastum !
Hag en eur ober hent, n’eo ket e zivesker eo a skuize, e benn eo a oa kentoc’h : muioc’h e tomme d’e dok rouz eget d’e voutou ler-goad hanter-distradet ! Met troc’ha hent a ree, a dammou founnus, hep gouzout d’ezan kalz. Ha, pevar devez goude, war-dro ar c’huz-heol, e tigoueze dirak Sant-Tujen.