Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/209

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


En eur zigouezout gant kenta tïer kear, noz-du da neuze, Laou Druilh, difronket, ha dielc’het o redek, a droas e zellou war an Tri-Roue splann o skleria en nenvou :

— N’eus forz, emezan, red eo kredi, eul lorgnez eo bet ar mignon Yann Bilh !