a lavar d’eoc’h,; rak, e c’hellit am c’hredi, evidon-me ne c’houlennis morse gwelet o tremen, sioul ha mud, a-biou d’am c’hear, interamant hon amezeien ha mignoned eus an tu all d’ar Mene, hag a ranke kemeret an hent-se evit mont da ober ludu an diskuiz e-barz bered ar barrez. Ha koulskoude gwaz a ze evit ma gweled digor war rouantelez an ankou ! Me ’wele dalc’hmat, meur a zevez a-raok, betek eiz deiz a-raok na vijent maro, o tremen evel-se interamant hini pe hini hag alies zoken na vije d'an ampoent na toc’hor na klanv na klanvidik… Hag e anavezen piou a vije gant ar c’hloc’h bihan en a-raok, an tamm kloc’h bihan-ze hag a gargas ker bras korfad aon e Tomaz ar Gervini, ma n’eus mui netra evit her sponta na war greiz an deiz, nag e-kreiz an dua nozveziou; hag e welen ’ta piou a vije o tougen ar c’hroaziou, o vleina ar marc’h a stleje ar c’horf : ne oa nemet heman, — an hini a yee evel-se dirazon d’an anaon, hag a-raok e dermenn, — ha na oan ket evit gouzout piou a vije, pegwir e arched a gloze anezan, rak ahendall e welen mat piou a vije o tougen ar goulou, piou er c’haon, kerkouls eget an amezeien war-lerc’h, gwazed ha merc’hed. Ha, pep taol, va gweledigez, eur pennadig da c’houde, a zeue da wir !… oh ! nann, n’eo ket da c’hoantaat !…
— Nann, nann ! a lavaras re vras an ti, a izel-vouez, e-pad ma skoachen-me, etre bank ar gwele e toull ar prenestr, va izili o krena, ha serret va gouzoug start betek kredi mouga.
Aman, tonton Tomaz a zavas da gemeret, en oaled, eur c’hlaouenn da zikour tan e vutun-karot a venne mont da goll, rak, peb ar mare, e tizonje da frapa warnan.
— Ha yaouank e oan c’hoaz, emezan, nevez desket ganin va micher gwiader, — dilezet abaoe, abalamour m’eo deut