d’he c’holl al lien bourc’hiz hag ar c’hoton a estren-vro, flouroc’h da groc’hen korf mab-den, - pa zigouezas ganin va gweledigez kenta. Da genta, spont bras, goude-ze aon, ha, gant ar voazamant, krenadennou; met bepred eur skuizadenn korf hag ene. Ha setu aman perak : lakeat em oa em fenn, o welet en a-raok evel-se o tremen interamant ar re all, e teuje d’in ivez gwelet en a-raok va hini va-unan… Hag e c’hortozen… Dont a reas…
— Ma Jezuz ! eme mamm e korn an oaled.
— Ya, dont a reas : koulskoude red eo d’in lavaret klevout e-lec’h gwelet. An dra-ze a c’hoarvezas war-dro an Holl-Zent. Start ha tenn e oa bet red d’in kas en-dro ar stern hag ar vulzun evit dont a-benn eus ar Wiadenn a c’hortoze re Ger- falzou, zoken eur pennad a oa. Setu bet bec’h ha bec’h warnon e-pad ar zizun penn-da-benn, nemet da foar ar Pont, d’ar yaou, am oa ranket mont da gas da werza eun torrad moc’h bihan. Mat e oa bet an traou, nemet en eur vont, e Lokrist, eur gazeg yaouank aonik a oa ganeomp a droas re grenn e korn an hostaliri e-lec’h, evel kustum, hon doa great pemp munut diskuiz, hag a gignas eun distera he fenn, a zistresas eun tammig he gwakol : ouah ! nebeud a dra, labour eur c’hard-heur gant an nadoz-vras da starda a-nevez an hesk brevet, ha da adstaga ar c’hloc’hig-bihan diskroget gant ar strons…
— Evidout-te, tamm kloc’h fall, te ’vo staget pa vo amzer ! Rak trouz ar c’hloc’hig-ze ne blije ket d’in tamm ebet… abalamour ma tenne war hini kloc’hig an interamanchou !… Dre zerr poania, d’ar zadorn a-benn koan, a oa prest ar wiadenn. Fall a oa an amzer, eun druez ! Glao tano, ayel yen,