met glao hag a dreuz, met avel viz hag a droc’h, fall c’houi ’oar.
-- Boulzouble ! da c’houde eur skudellad soubenn domm, ne rivin ket evit mont betek du-hont, ha neuze o c’hortoz emaint.
Ha va faotr da lakaat kabestr e penn e gazeg aonik, ar wiadenn stardet mat war he c’hein, ho la ! ho, loariadenn !… Eun taol direnn war an tont, ha tan d’ar c’horn, pouaf ! pouaf !… Hag ar penn-baz en dorn dehou, an dorn kleiz krog er c’habestr, ha kerkent etrezek Kerfalzou.
Tenval e oa… Setu aman Tal-ar-Groez : n’eus ket a c’houlou, emichans n’eus den er gear… Emaomp raktal er Veuzit : mouez Yann ar Gall o sermon d’e gezeg er marchosi; en ti all, emeur o pilat lann; ha c’houez ar c’hrampoez-sadorn- divezat e ti ar Perrot !…
— Te, va faotr, frap war da gorniad butun-karot, ha war-raok ! Pouaf !
— Hopala ! Tamm gagn kazeg ! Diwall ’ta, ne welez ket e oas o kas da vestr d’ar foz ?
Nann sur a-walc’h ne wele ket, na me kennebeut n’am oa ket gwelet, ken na oan o vont e-barz…
Mont a reomp atao. Setu aman karr-hent treuz-distreuz Kervarzek. Ha ya, hag aze, e korn, eman ar skalier e-lec'h ma kavas Fanch ar C'hrog fri ar bleiz stok-ha-stok ouz e fri, eur zulvez pa oa o vont d’an ofern-vintin : unan o pignat eus eun tu, egile eus an tu all, ha kement a aon d’ezo o daou. Ha ya, lod a spont buan, rak, gwir, sponta dirak traou beo!… Ouah !… Dirak ar maro hag an tu all, ah ! ah ! setu eno eur zoubenn all !… Ha setu va zonjou treut adarre ganin…