— Diwall ’ta, kalkenn divalo !… Ha red a vo d’in prena d’it eur re lunedou, dirgwener, e foar Bouldahud ? Lorgenn daonet, ne welez ket ar poull-pri e oas o kas ac’hanomp e-barz ?…
Bign ! eun taol baz war he zalier !…
— Ho ! ho !… perak e lammez evel-se, penn fall ? Ha da gala-goanv eo e teu d’it c’hoant breskin, bioc’h an diaoul ?
A bep seurt e tiskargan warni, met war wasaat ez a, ya da, ken na venn diskar ar wiadenn ha ma vriz ac’hanon penn-da-benn gant pri ar skosellou.
— Dao ! setu aze eun toull all, boulc’hurun !…
— Drign !… Drign !… Drign !…
— Kloc’h an interamanchou !…
Nann, nann, ne oan ket kousket nag oc’h hunvreal a-hont, e gwaremm Kerfinidant, dindan ar gwall nozvez sadorn-ze, rak evit kousket hag hunvreal, re a ranken lammet da heuilh va c’hazeg aonik, ha diskalfa rampadennou hir, ken hir ma kreden regi va vragou-bras.
— Drign ! Drign ! Drign !…
— Chom ’ta ! Hop ! chom ’ta !…
Dont a ra bec’h warnon, rak, mar klevan mat ar c’hloc’h, kaer am eus dispourbella va daoulagad, ne welan na muioc’h na nebeutoc’h : krena ’ran, daoust petra ’fell d’in; ha ne grenan ket va-unan, rak va dorn kleiz a vrall kement ma kren va c’hazeg…
Klak ! Lamm adarre a dreist eur poull all…
— Drign ! Drign !…
— D’am zikour, Itron-Varia Kerinek !…
Va, ya, tudou kêz, pennzodi a rean : peadra ’oa da ober !