en ti, pa oan deut e-bara, o doa klevet eveldon ar c'hloc'h o tiridignat…
Ah ! ya, mall e oa bet e Kerfalzou da welet goulou-deiz ar zul o ton !
Dont a reas !… Ha n’oun ket maro, e-giz va c’horn-butun, eme tonton Tomaz, en eur zevel da lakaat tan en-dro… Pouaf ! pouaf !… Asa ! poent eo mont d’ar Gervini, ha dizaon c’hoaz, vak abaoe nozvez Kerfalzou ne spontan ken.
— Ah ?
— Nann ! Ne oa ket peadra da sponta zoken neuze war hent fall Kerfalzou.
— Ah ?
— Na tamm ebet. Diouz ar zul, deut an deiz, eat kuit eun hanter eus ar spont war askell zu an noz, e teuas d’in c’hoant devi eur c’horniad : met kaer furchal va godellou, bleo, netra !… korn ebet ! N’am oa ket a zonj e oa chomet va c’horn el lagenn. Nemet eo gaou pa lavaran ne gaven netra em godellou : eo, eo, boulc’hurun !… eur c’hloc’h bihan a oas godell kleiz va bragou-bras, ar c’hloc’h a oa distaget diouz gwakol va c’hazeg aonik, pa stokas, da foar ar Pont, ouz moger hostaliri Lokrist !…
— Eur banneig all, tonton Tomaz ?
— Ya, mat eo, Daniel !… Ha breman, tudou, kenavo, ha deomp d’ar Gervini.