bokedou a zav o c’horzennou kizidik, hag a zigor o c’halon da c’hoarzin : o deliennou briz-livet en em led, hag o c’houez-vad a red tro-war-dro war askell an êzennig klouar. Bokedou koant, a bep liou, a bep ment ! Nag a vokedou ! — Va faour kêz Youen, ma vefe red d’it c’houesa kement hini eus ar bokedou-ze, neuze, paotr, n’emaout ket c’hoaz war-nez ober da choaz !… Sell aze ar spern-gwenn war ar c’harz o c’hoarzin, e-kichennik al lireu glas ha gwenn ; sell a-hont ar rouanez, tost d’ar gwezvoud o kildroi ; sell c’hoaz ar varlen, al lili gwerc’h, hag ar rozenn ken koant war he zrojenn zreinek, prest da flemma ar gwaller. — Eur boked, unan kepken ! Ya, met pehini eo ?…
Ar bec’h a zo aze o c’hortoz ar prins yaouank nec’het. En e gichen e sav eur rozenn ken tener, ken flour ha seiz ha voulouz, ken ruz ha muzellou eur werc’hez yaouank, beradennou ar gliz pizennet c’hoaz en he c’hreiz ; hag hi a zeblant kinnig he c’haerder, hag he c’houez-vad.
— Ma vije bet hizio dec’h, eme prinsig Pouldahud outan e-unan, ne vijen ket bet seizdaletoc’h evit dibab ar rozenn ; met hizio, goude kentel ar wezenn, ez eus em fenn muioc’h a bouez hag a boell ; great eo ganen va c’henta prenadenn a furnez.
Hag hen kerkent da deurel e c’hoant war eun askol, ya, eun askol bras dreinek !
— Ar blantenn zivalo-ze, emezan, a oa aze oc’h ober dizenor ha dismegans d’al liorz. An askol a zere beza e-touez bokedou ar jardin, tost evel ma tere ouz eur pilhaouer truilhennek azeza e-touez an duchentil kaer ouz taol ar roue, pe c’hoaz e giz m’eman renk al lostek Paolig e-touez êlez sentus Baradoz