Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/23

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —

Doue. Deus ’ta, askol, ma kasin ac’hanout d’am faeron. Marteze te a blijo d’ezan, rak dec’h e falveze d’ezan eur wezenn divalo, ha te evit eur boked, a zo divalo a-walc’h.


V


Ar wech-man, Pentudi koz ne reas nemet diskorda da c’hoarzin, o veza dihunet war e du mat, emichans.

— Va filhor, emezan, pa ve mat ar raz, e rank beza kouls pe welloc’h ar c’haz. Kaout a rea d’it beza c’hoariet eun taol fin d’az tad-koz, bugelig ; hag e teus sonjet, evit terri d’am froudenn, penaos, war-lerc’h eur wezenn hanter-varo, e felle d’in kaout eur boked hep braventez na c’houez-vad. Bugaleach, va filhor ! Hag e teus tremenet e-biou d’ar goanta rozenn, eur rozenn hag em boa kuzet en he c’hreiz eur mean prisius a dalvoudegez vras ; hag ez out eat da zibab eun askol garo, mat hepken da zikour koania da azened, azen kornek ma ’z out ! Poent eo d’it divorfila, ma ’teus c’hoant da zont gwelloc’h a-benn eus da drede kefridi.

— Ha petra adarre eo ar gefridi-ze ? eme Youen.

— Ho ! nebeud a dra a-walc’h, eur c’hoariadenn.

— Met neuze, petra a c’houlennit diganen ?

— Eur vi !

— Petra ? Eur vi ? Emaoc’h da vat, va faeron, oc’h ober goap ouz ho filhor.

— Penaos ’ta, satordistac’h ! Me ’gred, eur vi n’eo ket tenn da gaout, ha, koulskoude, e chomez aze dirazon e-giz eur c’hi fustet. Evidon-me, selaou, me ’gav ez eo easoc’h klask eur vi