Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/24

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —

eget n’eo tapout al loar da zibri. Viou a-walc’h a gaver, alïes zoken trizek evit dousenn, ha c’hoaz e varc’hatez, filhor ?

— Marc’hata ne ran ket, met c’hoant gouzout am befe peseurt vi da glask.

— Eur vi dozvet, filhor. Dozvet gant peseurt labous ? D’it eo da glask ha da zibab adarre. Gant aon na c'hellfes ket dont a-benn da-unan eus ar gavadenn, e c’helli kemer ali digant furnez ar re all, ha zoken seiz devez ha seiz nozvez leun a lezan ganit evit ober ar pez a gavi ar gwella hag an dereata.

— Siouaz, va faeron…

— Rousta, va filhor ; kerz da glask eur vi d’az paeron roue.

Youen, prins Pouldahud, n’oa ket eul lenver.

— Ne dalv ket d’in ar boan, emezan, chom evel-se da zibri va zammig spered en nec’hamant. Klasket am eus bet c’hoari va faotrig fin, ha padal va faeron a oa c’hoaz finoc’h louarn egedon… Ha perak chom da zalea da glask pemp troad d’ar maout, pa ouzoun mat n’en deus nemet pevar ? N’eus ket da dorta. Mont a ran d’ar red beteg ar verouri, da gerc’hat eur vi yar, unan fresk o tont diouz an neiz.

Ha setu hen prim en hent. Hag, e-barz ti ar yer, n’eman ket pell evit choual eur yar zu vras diwar he neiz, ha lakaat he vi e-barz eur voestig en e c’hodell, pa zigouez gantan e vevel bras Gwinardant.

— Ec’h ! emezan. N’emaoc’h ket mat, va frins ? Eur vez e vefe, war va meno-me da vihana, eur vez e vefe kinnig eur vi yar d’eur roue ken galloudus ha hini ar Vigoudenned ! Eur yar a zo eul labous dister a-walc’h ; ne oar nemet klochal ha diskrabat ar berniou teil, hep beza zoken gouest da nijal ! Nann, red eo d’eomp mont betek Menez Hom. Du-hont, war