— Ober a rin va zonj dizale, p’am bo bet amzer da boueza ha da ziboueza hoc’h aliou. Kant gwech ho trugarekaat a ran. Kredit n’ hoc’h ankounac’hain ket.
An amzer, koulskoude, a dremen. A-benn warc’hoaz vintin e tigouez an termenn da ginnig ar vi d’ar paeron ; hag ar filhor a chom nec’hetoc’h eget biskoaz, pa deu d’e gaout an aotrou manac’h Leunafurnez.
— Emaout aze oc’h en em jala gwasoc’h eget Gwilhou ar Bleiz paket gantan e lost e-barz ar griped. Dizaon ’ta, diskibl ! Emaoun deut da denna ac’hanout er-meaz eus ar vouilhenn, ha setu aman penaos. Deut oun da zonjal eman ar roue koz o klask ober goap adarre, pa c’houlenn eur vi diganit. C’hoariomp finoc’h egetan, ha klaskomp d’ezan eur vi ha ne vo ket bet dozvet gant labous ebet.
— Hump ! Dozvet gant petra neuze ? Viou pesked, pe viou aer-wiber ?
— Nann, n’eo ket war an tu-ze eo. Roet em eus urz d’ar c’heginer da lakaat e gaoteriou war an tan, ha da boazat founnus eur gouign amann, unan rond evel eur vi, ha da lakaat enni a bep seurt lipouzerez, gant eur wiskad sukr warni. C’hoarzin a raimp. Ar roue Pentudi, me ’gred, a zo eul liper koz, hag, a-ziwar-lerc’h dibri ar vi bras-ze, eur vi a c’hiz nevez dozvet er gegin, e tenno hir er-meaz e lanchenn da lipat e vourrou.
— Aotrou manac’h Leunafurnez, eme Youen, prins Pouldahud, biskoaz kelenner ne zougas gwelloc’h e hano eget na rit c’houi. Bennoz Doue d’eoc’h, rak breman em eus kavet ar peoc’h hag an evurusted. Deomp da welet hor c’heginer.