Abaoe abadenn ar vi brein, tri devez all a oa eat da ruilha
bern war vern e puns distradet an amzer dremenet…
Youen, prins yaouank Pouldahud, a gave d’ezan, — hanter-wir e oa kement-se, — en doa great e baeron goap outan dre deir gwech, ha mall a oa gantan pellaat diouz Kerbutun.
War ar vali vras bodennek, sklerijennet gant an heol mintin, an aotrou manac’h Leunafurnez a oa da vad o sarmona Gwinardant teo diwar-benn chabistr ar vezventi.
— Teut, teut ! eme ar c’hofek. Evit jistr n’eo ket pec’hed eva, pegwir e ve lavaret ez eo mat ar jistr da barea droug-sant-Urlou.
O mestr yaouank a ziredas d’o c’haout.
— Te, mevel bras, kerz da glask va zud, ha lavar d’ezo ober ar pez a zo red war-dro va c’hanval, an ezen hag ar chas. Boued d’ezo e-tailh hag eur pennadig kempenn !… Ha c’houi, kelenner, na zaleit ket da ober evidon eun tammig prezegenn a gimiad, evit lavaret kenavo da balez ar Vigoudenned. Poent eo, me ’gred, ha, raktal goude lein, e kemerimp penn an hent da vont ac’halen da redek bro.
— Evel-se e vezo great ! eme an daou all.
— Penaos, va filhorig Youen, penaos ’ta, va mabig bihan ?… Petra ’lavar mouez ar bobl ? eme ar roue koz Pentudi, pa azezas ouz taol evit leina. Petra eo ar vrud a red dre aman ? D’ar mare ma fell d’am grad-vad goulenn diganit eur gefridi ziveza, ha rei tu d’it da gaout gwelloc’h chans, d’ar mare-ze