Ha prins Pouldahud a chomas da vale ha da glevout, da welet an deiz o kreski, betek ma paras dirazan eul luc’hedenn gamm, ha ma strakas kroz ar gurun, e-pad ma koueze glao evel d’an Dour-beuz.
— Eman poent d’in chacha, rak ar palez a zo eur pennadig ac’halen.
Hogen kaer diredek en devoe, Youen a zigouezas treuzet e chupenn voan, ken gleb hag ar zailh o tont er-meaz eus ar puns.
Meur a hini, dihunet gant kroz ar barr-arne, a oa souezet o welet anezan er stad truezus-ze, ar vogedenn o sevel dioutan, ken tomm ma oa d’ezan. Unan bennak zoken a hanter-lezas da gredi e oa bet marteze an dijentil yaouank a-hed an noz o c’haloupat, ken ma savas droug e Braventez o klevet gevier ker bras troadet.
Ar pez a zo gwir eo e rankas Youen mont da c’hourvez, ha, war-lerc’h tomm ha yen, an derzienn grenerez a lammas, direspet, war gein ar prins paour. Perak ivez mont da c’halvagnat ker mintin ?… Aotrou Doue ! e-pad seiz devez leun e chomas a-istribilh a-us buhez ha maro.
Ha, d’an eizvet devez, medisin bras Kerbutun a zisklerias e oa war an hini klanv eur c’hlenved eus ar stagusa, ker gwaz pe wasoc’h eget ar vosenn, Doue d’hor miro !… Skrijus !
Meur a hini a zonjas en o heur diveza ; hini ebet, koulskoude, ne gredas lavaret en doa aon. Nann, ne lavarer morse an dra-ze…
Braventez a gavas brao he zu d’en em denna kuit, hag ar re all, Pentudi, zoken Gwinardant, zoken Leunafurnez a oa a-du ganti.