Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/34

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —


— Selaouit holl, emezi, eur rann-galon a vefe beza intanvezet a-raok eureujet. Setu ’ta, ma ’z afemp kerkent da abati Sant Diboan, da bardona evit ar c’hlanvour kêz !

Ne voe nemet eur vouez evit lavaret e oa poent mont en hent.

Hag, en eur gerzet, ar c’helenner Leunafurnez, — hen ’oa aonik ivez ; sonjit ’ta, eur c’hlenved kalz stagusoc’h eget ar vosenn, oei ! — a zarmone d’ar bardonerien :

                Buhez an den
                ’Vel an êzenn
            A dremen da viken.
            Ar vouc’hal lemm d’ar gwez,
            An Ankou d’ar vuhez :
            Ar vouc’hal ’droc’h pep koad,
            An Ankou ’falc’h pep oad.


IX


Er c’heit amzer-ze, e tivorfilas ar c’hlanvour, broudet gant ar zec’hed,… hag eur plac’h yaouank a dosteas da ginnig d’ezan da eva.

— Penaos, n’eus nemedoc’h aman, Gwennig koant ?… Intent mat a ran breman : an holl grenerien all a zo tec’het kuit. Ha ! Gwennig vihan, perak ez oc’h-c’houi chomet war va zro ?

— Abalamour ivez ’ta !… a vousc’hoarzas Gwennig. Red eo