d’eoc’h parea alese, ma c’helloc’h buan ober ho kefridi ziveza, unan eas a gefridi, c’houi ’oar.
— A gav d’eoc’h ?… Piou da zibab da bried ?… Ha mar karfac’h-c’houi, Gwennig ?
— Petra ’ta ?
— Ya, mar karfac’h va zikour da zirouestla ar gudenn.
— Emichans, Youen, ho peus gwelet pehini eo c’hoant ar roue ? Va zad a zo en e zonj kaout e filhor da vab-kaer, ha, ma en deus goulennet peder gefridi diganeoc’h, evit plega d’ar c’hiz koz n’eo ken.
— Penaos, Gwennig ? Me, mab-kaer d’ar roue ? Sell ’ta, sell, a c’hellje dont da veza… Petra lavarit, koantik ?
— Oh ! ya, Braventez a garfe…
— Hump ! n’eo ket gant Braventez emaomp ; Gwennig a zo tommoc’h ar garantez en he c’halon.
Gwennig vihan a bigne an dour en he daoulagad, ha prins Pouldahud o zec’has gant mouchouer ar roue.
Eun devez bennak goude, pa oa an holl en distro, ar roue a lavaras d’e filhor :
— Ma ! paour kêz, pegwir n’out ket eat gant an Ankou, eo kenkouls d’it ober da zonj da zimezi.
— Ya da, kenkouls eo.
Braventez a dosteas, ruz he fenn lorc’hus.
— Aotreet ho peus d’in, aotrou roue, dibab etre an holl verc’hed, eme Youen lentik ; n’em eus goulennet ken ali nemet hini va c’halon, hag e teuan, va faeron, da c’houlenn diganeoc’h ho merc’h da bried !
— Ac’hanta ! filhor, kemer anezi.
— Bennoz Doue d’eoc’h !…