Ha Youen a gasas Gwennig, dre he c’hazel, betek Pentudi.
Braventez a vennas koueza, hag ar roue a grene e vouez, pa lavaras :
— Laouen e kinnigan va merc’h d’it… Met perak e fell d’it ar yaouanka ?
— Abalamour eo hi a garan, aotrou roue, va faeron. Chomet oun berr gant va feder gefridi hag, evel-se, ho peus gallet gwelet n’ez eus ket ennon danvez eur roue. N’em eus ket a lorc’h a-walc’h ; ne garan ket ar brezel ; ne vefen ket gouest a-walc’h da lakaat va fobl da zuja d’in ; ar re dizent ne garfen ket o zerri evit o flega ; hag, ar pez gwasa, eun torfetour bennak marteze ne grenfe ket evit skei va buhez. Ar gouarnamant ne blij ket d’in, hag, a galon vat, e roan va dilez, roue Pentudi. Gwelloc’h e karan va frankiz ha gwelloc’h, tud ker, e karan va Gwennig !
An holl a chome sioul ; an daou zen yaouank hepken a lugerne ar garantez en o daoulagad,
’Vel bleun laouen
O vousc’hoarzin,
Leun a c’hlizenn
Diouz ar mintin.
Ar roue koz a rankas ober e zonj :
— Marteze ivez, va mab, eman ar wirionez ganit. Ar vicher a roue a zo war-nez mont da fall : ar poblou ne c’houzanvont mui na kabestr na kentrou, ha fellout a ra d’ezo en em vleina o-unan. Gwaz a ze evit ar rouanez da zont ! Evidon-me a zo koz hag a-walc’h am eus evel-se !… Ac’hanta ! tujentil, va