N’ouzoc’h ket e pelec’h ema maner Kerdiern ? Nann ? Ma ! neuze e rankan da genta hel lavaret d’eoc’h.
Maner Kerdiern a zo eur c’hastell hanter-razet e parrez Kleden, e bro Kaperien Beg-ar-Raz. Breman ez eus Bretoned kalonek o chom ennan, met n’eus ket ken pell all c’hoaz e veve eno, a-drenv e vogeriou uhel hag e foziou doun, eun tanfoeltr aotrou. Hanvet e oa Fistoulig hag, ho pedi a ran d’am c’hredi, eun diaoul a zen e oa, pe da vihana eur gwall-hini e oa bet, rak, d’ar mare ma komzan d’eoc’h, e oa gwenvet ha ridet ar paotr koz, hag e veve didrouzik a-walc’h en e vaner, gant e borzier hag e blac’h kegin.
Pa lavaran didrouz, e fell d’in rei da entent ne ree mui kement a reuz dre ar vro ha diagent. Met lakaat a ree komz atao diwar e benn, ha setu aman perak : an aotrou Fistoulig en doa — a lavare ar C’haperien, — eur mell baro hir-hir, spontus ; ken blevek edo hag ar broc’hed a rede dre e goajou. Hogen, ar paotr koz a deuas da gaout e-giz mez o tougen eun hevelep berniad reun, hag a embannas da holl varverien ar C’hap dont d’e douza : an hini a deuje a-benn eus an taol a c’hounezfe pemp kant skoed ; met an hini a gignfe kroc’hen an aotrou, a dapfe kerkent pemp tenn pistolenn en e empenn…
War am eus klevet, tri pe bevar barver a yeas d’ar maner,