met hini anezo ne deuas en-dro. Red eo kredi o doa kignet beg an Aotrou…
Hogen d’an ampoent e chome e bourc’h Kleden eur barver, eul labous a varver, Mazoïg e hano. Met, siouaz ! evit d’ezan beza labous endra ma c’heller, daoust da gement-se, an dour a oa izel gantan, Gouel Mikêl a dostea d’ar red, ha Mazoïg n’en doa ket c’hoaz arboellet gwennegig ebet… ha piou ’oar ? marteze e vije taolet er-meaz, gwreg ha bugale war e lerc’h.
Kement-se a lakea diês e dammig boulien, pa ziwanas eur zonj en e benn :
— Na petra ’ta ? emezan, perak n’ez afen-me ket da douza broc’h koz maner Kerdiern ? Mar gellan dont a-benn, setu pemzek kant lur em yalc’h… Mar choman berr koulskoude, e-giz ar re all, neuze e vo ar gwasa… Met bastik ! lemm eo va aotenn, ha skanv va dorn. Deomp !
Hag hen en hent, hep lavaret grik da zen, e stalikerez barver gantan dindan e gazel.
Pa skoas war dor Kerdiern :
— Piou ’zo aze ? eme ar porzier. Buan ac’halen, boulc’hurun ! Aman ne roer ket d’ar beorien !
— Oh ! a droc’has berr Mazoïg, me n’oun ket eur c’hlasker boued ; me ’zo eur barver, hag e teuan a bell da droc’ha e varo d’an aotrou Fistoulig.
— Paour kêz amziod ! eme egile, da glask poloz e teuez… Gwelloc’h paotred egedout a zo bet o klask tapout ar pemp kant skoed ; ha, siouaz d’ezo, emaint o vreina e-barz dour ar foziou aze !