Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/42

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 38 —


— Aman, kigna a zo mervel ; aman, dindan boan da veuzi, eo red neui pe eva an dour.

An aotrou Fistoulig ne voe ket pell evit azeza, ha Mazoïg kennebeut ne zaleas ket d’ober eun taol lemm d’e aotenn. Ar zaoun a voe fardet ker buan, ha setu eur berniad kloz a livas e gwenn baro an aotrou.

Edo ar barver o vont da skei an taol kenta, pa zavas an aotrou e benn :

— Ah ! emezan, lavar d’in, va den, da hano da genta-penn, rak, em eus aon, te ’zo eul labous a varver…

— Va hano, aotrou, a ra d’an dud c’hoarzin ; farsus eo, n’eo ket anavezet dre ar C’hap.

— Lavar atao, pa c’houlennan diganit, seiz luc’hed kamm ! N’eo ket me ar mestr, kant boulc’hurun ruz ?

— Oh ! na grozit ket, aotrou ; va faeron eo am hanvas Eveldon. Lavaret em oa d’eoc’h e c’hoarzfec’h.

Hag, evit gwir, Fistoulig a ziskordas da c’hoarzin a-strak.

Pa ehanas, Mazoïg a grogas gant e damm labour. Brao ez ea ganti : an aotenn a droc’he gwelloc’h eget biskoaz, hag abarz pell eun hanter eus ar reun a oa touzet diwar beg o ferc’henn, hep na veras takenn gwad ebet.

Met siouaz ! teir gwech siouaz ! pa oa red d’ezan boulc’ha gant an tu all, ar barver paour a welas e aotenn o krena etre e vizied. Hen a grenas ivez war e zivesker, e-pad ma sonje petra d’ober. Ne zaleas ket gant e zonjou. Lezel a reas e aotenn a gostez, evit saouna ar varo hir, ha saouna e-tailh, ha saouna c’hoaz.

An aotrou a gave eas ha na dinte ger ebet, met fin a zo, ha Mazoïg a skuize e vrec’h outan. Ha setu hen o kemeret eur