— Pep ! pep ! ac’halen n’ez a kuit den ebet, nemet ar mestr a vefe d’e heul. Tut ! tut ! tut ! Aman e chomi, Mevaünan, n’eus forz pegen labous e vefes, nemet diouaskell e vefe stag ouz da gostennou da nijal a-dreist an nor-dal.
— Gortoz kentoc’h, paotr koz, ma rin d’it diskana « Sut ! sut ! sut ! »
Hag e sachas war paotr an nor, n’ouzoc’h ket pelec’h ? Beteg al lec’h distro… a flêrie er c’horn all, hag e stlapas anezan e-barz. Ha goude Mazoïg a zigoras an nor, rak kemeret en doa alc’houeziou ar porzier, ha setu al labous er-meaz diouz e gaoued !…
Koulskoude Fistoulig, goude beza dizaounet e zaoulagad, a gave hir e amzer.
— Petra, emezan, paotr ar bleo ema an dreuz warnan evit mat, em eus aon. Deomp da welet pelec’h eo chomet.
Hag hen d’an traon, tiz warnan.
Kaout a reas maouez ar spanell-grampoez.
— Penaos, a c’houlennas-hen digant ar plac’h, ha gwelet ho peus Eveldon ?
Ar plac’h a zellas ouz he mestr, hag o welet e varo hanter-droc’het, saoun ouz e veg, ne oa-hi ket evit miret da c’hoarzin.
— Oh ! nann, aotrou, biskoaz n’em eus gwelet eveldoc’h, biskoaz em buhez !
— Hag houman a ra ar zod ganin-me ? Me ’c’houlenn ha gwelet ho peus Eveldon ?
— Nann, aotrou, nann, morse !