Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/45

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 41 —


— Dre belec’h neuze eo diskennet Eveldon, pe kousket edoc’h, pegwir n’ho peus ket gwelet liou eus ar barver !

— Ah ! entent a ran breman, eme ar plac’h, c’houi a zo o klask Bouchadin.

— Petra, eme an aotrou, me o klask boucha d’am flac’h, hag e kredit, lichuenn, va zamallout er c’hiz-ze ! Me a lavar d’eoc’h ne uzoc’h ken kalz a vouteier em maner diwar gement-man.

Hag hen er-meaz da glask penn eus Eveldon.



Digouezet er porz, ar Fistoulig a glevas eur vouez o krial : « Forz va buhez ! » hag ar vouez a zeblante dont diouz al… lec’h-distro. Ha setu an aotrou da welet, hag o kaout e borzier hanter-veuzet el lorgnez.

— Flêrius ! piou en deus da daolet aze e-barz ?

Mevaünan, eme egile.

— Te da-unan ? Ma ! chom aze, a respontas ar mestr, mar kavez brao neui e-barz.

Neuze Fistoulig, o welet an nor-dal digor-kaer, a intentas edo nijet kuit ar barver. Hep chom da varc’hata, ez eas d’e varchosi hag e lammas war gein e varc’h du-diaoul, hag en hent da redek war-lerc’h Mazoïg.

Mazoïg ivez a rede eus e wella, pa glevas trouz gant marc’h an aotrou o tostaat. Digouezet edo dirak eun ti nevez hanter echu, ha Mazoïg e-barz ! Diwiska ’reas e chupenn, latouza ’reas e veg hag e zaouarn gant pri ha raz, hag hen da bignat