gant ar skeul war an dôenn, rak an dôerien, boulc’het mat o labour ganto, a oa eat d’an ampoent da glask mern.
Hep dale e tigouezas an aotrou, skuiz ha dielc’het o veza daoulammet eur pennadig.
— Hep ! tôer, emezan, n’ho peus ket gwelet eul laer o tremen ?
— Eo avat ; met pell e tle beza, rak tiz ’oa warnan.
— Ah ! setu aze eul labous hag e karfen krenna e ziouaskell d’ezan, met re skuiz oun ; mar karit mont war e lerc’h, del dek skoed ha va marc’h. Digasit d’in va den, hag ho peus gwerz-butun da gaout.
— Ya, mont a-walc’h a rafen, eme Vazoïg, en eur ziskenn ; met me am eus great marc’had da zistoï an ti-man ; neuze pignit war laez, ha labourit, e-keit ma vin gant va zro, da zidacha ar vein-glas a daoliou morzol.
— Hag e rin ! eme Fistoulig en eur bignat war an dôenn, e-pad ma lamme Mazoïg a-c’haoliad war ar marc’h du, paket gantan dek skoed all…
Koulskoude e-pad ma rede Mazoïg war-zu ar gear, peadra d’ezan breman da baea e C'houel-Mikêl, an aotrou a skoe e-tailh hag a vreve didruez ar vein-glas, pa zigouezas an dôerien, debret o mern ganto.
— Pop ! eme ar re-man ; petra ’reomp aze ? Alo ! en traon ha buan ! Pe fur pe zod ez oc’h ?
— Me ’zo gant va labour ; eme ar Fistoulig, en eur chouka ken didruez ha diagent.