heul ; m’am bije bet amzer da chom dre aman, em bije goulennet diganit beza ar paeron. Petra ’lavarez ?
— Me ? Oh ! me, netra ebet. Nemet marteze va gwreg…
— Da wreg ?… Da wreg a zo er gear, mat du-ze. Klev ’ta, mar karez, neuze e vezin ar paeron, hag, a-benn eun dek pe zaouzek vloaz ac’han, pa vo deut eur c’hrennard anezan, e kasin va filhor ganin d’am maner. Great eo ar marc’had ?
— Ar marc’had a vefe great, rak mat a-walc’h eo marteze ; met va gwreg ?
— Eur stal gaer !… Da wreg eo da wreg, ha n’eo ket te eo.
— N’eo ket me, nann, gwir ; met ar wreg eo hanter ar gwaz.
— Gaou !… Marc’had great, ya pe nann ?… Ma ’z aimp du-hont betek hostaliri Kabouig da gemeret eun dra bennak, rak an tan a zo em gourlanchenn hirio. Ya pe nann ?…
— Lakeomp ya, neuze.
Hag ez eont o-daou da eva.
En eur zont er-meaz, a-raok lavaret kenavo an eil d’egile, an aotrou ruz a ziskrabas an hent bras a-ziwar c’horre gant e voutez, hag a zic’holoas kerkent eur yalc’had aour.
— Del ! devezour, setu aman evit va filhor da zont. Dalc’h sonj ! A-benn eun dek pe zaouzek vloaz e tistroïn d’e gerc’hat. Ac’han di, mar en em gavez en diouer, goulenn sikour digant paeron da vab, an aotrou galloudek Paolig a Gerzatan…
Souezet, sebezet, goude kenavo, Per ar Paour a droas kein evit dont d’ar gear. Kerkent e klevas eur c’hoarz trenk, skiltr, roc’hellek, hag eun tenn o strakal pounner d’an hekleviou. Distrei a reas e benn : roud na merk ebet mui eus an aotrou ruz ! Tra, tra, nemet c’houez an dev o flêria muioc’h-mui.