Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/54

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 50 —

e voe gwelet e oa hanter-dorret e c’har vat gant ar paour kêz diaoul !

En eur glevet kement a jolori, Paolig a Gerzatan a ziredas d’ar gambr gant e forc’h ruz, da lakaat ar peoc’h, eun toullad mevelien kornek war e lerc’h. Seiz mil maliz a yeas doun en e gorf entanet o welet e gabiten kamm e pe stad edo. E oa o vont da c’hourdrouz Erwanig ; met ar paotr a grog buan er vaz korz, hag eur vrizadenn dour benniget ivez d’ar Mestr-Bras. Nag hen a lamme ! Nag hen a yude kounnaret ken na zistone forn an ifern dindan e c’harmou roc’hellek ! Ar ferc’hier houarn o vont en-dro, an diaoulien an eil o toulgova egile ! Tud keiz !…

Hag evel-se Erwanig a voe lezet da zistrei d’ar gear.

Nemet antronoz vintin e savas keuz da Baolig.

— Penaos ? penaos ? emezan, me, Mestr ar Forn, a vezo devet gant eur mec’hiek evel-se ? Hag eur filhor d’in ouspenn-ze ? Oh ! oh ! nann, ne vezin ket emichans, m’hen tou war va forc’h, va lost ha va c’herniel !

Hag e tibabas eun toullad eus ar gwella, ar gwasa, ar c’hrisa, ar spontusa e-touez e vevelien, da vont war-lerc’h e filhor. Ha setu strollad an diaoulien lostek gant o ferc’hier houarn ruz da glask penn ouz paotr ar vaz korz.

Piou a oa en o fenn, a gav d’eoc’h ?… An Diaoul Kamm adarre, bizier loaek gantan, abalamour d’e c’har vat hanter-dorret ha blonset e-pad abadenn ar c’hambr. Ya, lavaret a ree, hen, e teuje a-benn eus e gefridi d’an eil gwech pe e kollfe e hano, hag e karfe dont da veza kamm eus an daou du.

Erwanig, hen, d’ar c’houlz-ze, o welet an noz o vont bremaïk da goueza war e c’horre, a reas e zonj da vont da glask