Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/56

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 52 —

’oar, me !… Ar pez a ouzoun eo, pa strinkas an heol-mintin e vannou kenta dre an oabl, en-dro d’al lochenn, e oa war zav eur maner dispar, mogeriou uhel, gant dorojou bras, en-dro d’ezan.

En eur c’horn-tro, an diaoulien a c’hortoze beza lezet da vont ac’hano.

— Tostaït aman, gagnou ! eme Erwanig.

Hag e skuilhas warno eur vrizadenn diveza !

Eur jolori spontus a zavas etrezo, kerniel an eil o toulla egile. Gwasoc’h c’hoaz ! An Diaoul Kamm, brevet e c’har vat d’ezan etre daou pe dri damm, a oa red d’ezan beza kaset d’ar gear war eur c’hravaz daoubennek.

En eur ober an nozvez-ze, a-benn ar mintin, Erwanig en em gavas koseat ha deut da zen yaouank ; merc’h an intanvez ivez a oa anezi eur grouadurez gaer, eur boked a yaouankiz.

Eur pennadig goude, amzer da Erwanig da vont da glask e dad, e voe enreujet paotr ar vaz korz gant e zousig koant. Lod a lavar zoken ez eo sant Erwan Heloury a ziskennas diouz lein an Nenvou, da skoulma an diou galonig yaouank. Ar pez a zo gwir da vihana eo penaos, en o maner, nag Erwanig nag e bried na ankounac’heas morse e oant bet paour gwechall.

Pa varvjont, o-daou ez ejont war-eün-tenn d’ar Baradoz, dre zikour sant Erwan, petra bennak ma oa bet Erwanig ar Paour « filhor da Baolig a Gerzatan ».