Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/61

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 57 —

he doa da zisheolia ouspenn eun devez-arat douar en-dro d’ezi ; he blenchenn a oa uheloc’h eget daou dour Sant-Korantin bern war vern ; he gar a oa teo, teo, met kleuz en diabarz.

Hogen ar wezenn gleuz-ze a oa brudet fall dre ar vro, rak en he c’hleuzenn, ma oa red kredi ar pez a lavared, e teue bemnoz laeron da farda o zoubenn ha da loja. Yann en doa anaoudegez a gement-se, met, evel ne oa ket den da sponta rag e skeud, e reas e zonj da dremen an nozvez e kleuzenn al laeron. Ha setu hen mont e-kreiz ar wezenn, renka kroc’hen e vioc’h en-dro d’ezan gwella ma c’hellas, ha gourvez en eur c’hornig-tro, goude beza dibunet eun tammig pater. Yann, skuiz-maro e zivesker outan, ne zaleas ket da gousket e-barz kroc’hen Moumoutig.

War-dro an hanter-noz, eun trouz iskiz a gasas ar c’housked diwarnan, hag ar paour kêz den, hep kredi flach an distera, a zavas en e goaze da zellet : e oa al laeron o tont d’ar gear. Da genta, e oa eur pikol den, eur zac’had aour gantan ; hag en e c’houde, eur mell chalopenn, eur zac’had arc’hant war e gein ; ha war o lerc’h, eun tanfoeltr hini gant eur zac’had mouniz. Eun tammig goude an tri laer-ze, e tigouezas eur pevare, ha gantan eun hanter ejen hag eur pod-houarn henvel a-walc’h ouz eur bailh-kouez.

E-pad ma oa al laer keginer oc’h aoza ar zoubenn, an tri all a ziskoulmas an amarou war o zïer, evit diskouez pe ar mouniz pe an arc’hant pe an aour o doa laeret en o nozvez.

Ouz o gwelet, Yann an Inkin a c’haloupe meur a zonj en e spered :

— Chê ! emezan, ma teufen a-benn da veza mestr war an traou-ze !…