penaos, n’eo ket war he aotrou, met war Yann eo e tiskargas he c’horfad maliz. Ha setu ma voe kaset kelou da Yann, dindan boan da veza krouget, da zont d’ar maner, en doare-man : nag en noaz na gant dilhad, na divoutou na gant e voutou, na dre meaz an hent na penn-da-benn gant an hent, na war droad na war varc’h.
Pa glevas kement-se, Katellig a voe darbet d’ezi sempla. Met Yann ne reas ket kalz a van :
— Ma n’eus nemet an dra-ze da ober, emezan, n’eo ket c’hoaz en dro-man e vezin krouget !
Ha setu hen d’en em gempenn evit mont d’ar maner.
— Nag en noaz na gant dilhad, emezan. Mat, aze ez eus eur roued, me ’ya da drei anezan en-dro d’in ! Na divoutou na gant va boutou : n’eo ket tenn, me a lezo eur voutez er gear hag a gaso eben ganin. Na war droad na war varc’h ?…
Just d’ar c’houlz-ze, azen an aotrou a oa o pasturi e park ar melchon, tost d’al lochenn. Katellig a yeas d’e gerc’hat, ha Yann a lammas warnan. Ha yao etrezeg ar maner war ar blevek diouskouarn hir… penn-da-benn gant ar foz, ha setu evel-se ne oa nag en hent nag er-meaz an hent.
An aotrou Furzod, pa deuas Yann an Inkin dirazan en doare merket, a welas en doa kavet finoc’h egetan.
— Ha foei ! Yann, emezan, me a oa o sonj laza ac’hanout, rak, gouzout a rez, gaou bras ec’h eus great ouzin oc’h ober d’in diskroc’henna va zaoud, ha krouget e vijes bet dioc’htu zoken. Met, pegwir out deut d’am c’haout e-giz em oa c’hoant, e lezan ganit betek warc’hoaz, mar gellez a-raok neuze klask d’in kreiz ar bed.
— Kreiz ar bed, aotrou ? Aman eman. Ha ma n’am