Evit arrebeuri, eur gwele, eur pod-houarn, eur skudell ; o-daou e vezent o tibri e-barz, e-giz daou labousig en o c’haoued a zebr boued en eun hevelep krogen.
Yann a c’houneze pevar gwenneg bemdez ; abaoe ez eus pell ! Met, o veza m’edo eur gwaz fur ha tamm ebet dispignour na boesounier, an daou bried a deuas buan a-walc’h da espern peadra da brena eun daol ha peb a skaon mar plij. A-benn pevar pe bemp bloaz dimezi, o doa gellet prena e foar Bouldahud eun danvad, tudou, ya, eun danvad ! Met ar pez na brenjont ket eo ar pez en dije dalc’het ar muia ar garantez etrezo, da lavaret eo evit ar re na ententont ket, eur mab pe eur verc’h, pe zoken an eil hag egile, pe c’hoaz meur a hini anezo. Nann, siouaz ! disher e oant, rak Katellig, red eo lavaret ar wirionez e-lec’h hag e-giz m’eman-hi, Katellig n’oa nemet eur c’haonac’henn anezi !
Eun nozvez, war an diskar-amzer, pa oa hi eat en he gwele, Katellig a lavavas d’he gwaz :
— Ah ! Yann baour, me ’oar petra n’am eus ket great, me…
— Oh ! me ’oar ivez, me, petra n’out ket gouest da ober ! eme Yann, a oa o tiwiska e lavreg.
— Nann, Yann baour, n’ouzout ket ! Sonj ’ta, chomet eo er-meaz !
— Piou ’ta ?
— Hon danvad, Yann baour ! Ha ma vefe eat e kof Gwilhou ar Bleiz !
Setu Yann, didrouz, d’en em adwiska, ha dao kuit da glask an danvad.
Sklêr e oa al loar en he c’hann. Met daoust da ze, Yann ne gave na roud na tres ebet eus an dianket. Oanig paour ! Ar