Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/76

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 72 —


— Mat eo ho chas neuze, aotrou ! eme Yann, glac’haret-holl.

— Mat-dreist int, va den ; ha, mar karez o c’hemeret, e vezint d’it, rak em maner em eus c’hoaz n’ouzoun ket kaer ped anezo.

— Marc’had great ! Ho trugarekaat a ran.

Goude kenavo, setu int pep-hini da zacha diouz e du : an aotrou e-unan etrezeg e vaner, ha Yann war-zu e lochenn, krog en e chas.

Digouezout a reas er gear pa zigoueze ivez Katellig, savet ha bet diouz he zu o klask ar paour kêz danvad.

— Debret eo gant eur bleiz lontrek !

— Ha da biou ar chas-ze ?

— D’in-me int breman ; digant eun aotrou em eus o bet ; int eo o deus kaset d’ar bed all tager hon danvad. Chas dispar int, a lavare o mestr.

Hag int en-dro da gousket hep muioc’h a drouz nag a gomzou.

Siouaz ! N’ouzer ket pe gant an anoued he doa paket o c’haloupat en noz er-meaz, pe gant keuz d’he danvad pengornik, marteze an eil hag egile, Katellig ne zavas ken diwar an taol-ze ; ha, tri pe bevar devez goude, e oa intanvezet ar paour kêz Yann !…

— Feiz ! emezan, goullo e kavan aman an ti breman ; kenkouls tra eo d’in mont ac’halen !

Hag hen en hent, bepred eün dirazan, hep gouzout kaer betek pelec’h ez aje, e zaou gi d’e heul, Krogmad ha Pegstard. Gant penaos kaout boued n’edo ket nec’het an distera ; rak, pa veze naon o tont d’ezan, gant e chas e c’helle beza dizoursi :