eur c’houlin, eur c’had bennak a golle kerkent o buhez, hag hep kaout anezi zoken en-dro, ar pez a oa ar gwasa evito, pe ar gwella marteze.
Eun devez, en eur dremen dre ar gear-benn eus ar vro, e klevas embann e oa kouezet merc’h ar roue dindan galloud eun aerouant a zeiz penn, en eur palez e-kreiz eur c’hoad doun ; an hini he zennfe ac’hano, en defe anezi da zimezi, pe, mar kavfe gwelloc’h, he fouez en aour.
— Setu aze hag a rafe brao a-walc’h va stal ! a zonjas Yann, N’eo ket ankounac’haat Katellig eo a ran, ar baourez kêz ; koulskoude, pegwir oun intanv, ha, mar gallfen, ne vefe ket eur pec’hed bras evidon dimezi gant merc’h ar roue.
Ha diwar ar zonj treut-ze, hen war-zu ar c’hoad, da glask ar plac’h yaouank, e zaou gi d’e heul. A-boan er c’hoad, setu Krogmad oc’h harzal, ha Pegstard o c’hrognal, ha Yann o welet dirazan, en eun taol, dor-borz eur palez kaer… Hag hen difoutre kaer o punta war an nor, hag e-barz, e goun d’e heul.
Dioc’htu e paras sellou Yann war eur plac’h yaouank, eur gened dispar d’ezi, strafuilhet gant an aon ; hag e penn pella ur porz, e welas an aerouant.
Kerkent al loen spontus a laoskas seiz blejadenn euzus dre e zeiz penn. Charikat a rea e zent en e vuanegez, hag ouz mein al leur e lemme e skilfou kamm, eur vogedenn flêrius o strinka diouz e zeiz gourlanchenn ; ar skant glas a strake war e gein torgennek, e-giz bili war an aod pa vez trec’h bras, hag e lost forc’hek a c’houibane en ear.
Gant eur vouez roc’hellus e c’houlennas ouz Yann :
— Petra ? prenvig-douar, pe debret pe evet e vi ?
Met Yann n’en doa ket c’hoaz c’hoant da veza na debret,