Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/78

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 74 —

nag evet, na lonket. Evit pep respont e flouras o c’hein d’e goun.

— Skis ! skis ! emezan.

Ha Pegstard da zailha war ar flêrius seiz pennek, ha Krogmad da lammet war ar c’hein skantennek, ha da daga an eil penn war-lerc’h egile, ha Yann ivez da zikour e chas eus e wella hag o lopa a-dro chouk war an aerouant.

Ne badas ket pell ar c’hrogad. Yann ne voe ket evet na debret, met an aerouant divalo a dremenas d’ezan ar c’hoant lonka diwar an taol-ze. Gant e gontell-laz, Yann a droc’has prim ar seiz penn, a zammas anezo en e visac’h, ha kuit ganto, e zaou gi-bleiz d’e heul, en eur gimiadi a-bell diouz ar plac’h yaouank a rede war e lerc’h, en eur c’hervel anezan he zalver, he mirour, he fried.

Met Yann a rede araozi hag a zonje :

— Aon ho peus c’hoaz, merc’h ar roue. Divezatoc’h, m’ho peus c’hoant e gwirionez d’am c’haout da bried, c’houi am c’hlasko ; ha neuze hon daou ni a welo.

Koulskoude, dre ma rede dre ar c’hoad, e kave ar seiz penn pounneroc’h-pounner. Hag e tanfoeltras anezo ouz eur sklosenn goz, ya, met goude beza troc’het ar seiz teod diouto. Ha, skanveat d’ezan, e kerzas d’ar gear-benn da welet petra a c’hoarvezfe.

Ha petra a c’hoarvezas ?

Setu aman. Merc’h ar roue, goude he zalvedigez vurzudus, ne oa ket pell evit digouezout er gear, e lez he zad. Heman, evel m’en doa roet e c’her, a lakeas klask war ar zalver, evit dimezi d’ezan e verc’h.

Hogen, e-pad ar c’heit, amzer-ze, eur glaouer beg-du, o