« ya » dirak he zad. Hogen, pa welas-hi da biou e felled he dimezi, e lavaras eun « nann » dichek ha distag :
— Nann, nann, n’eo ket heman a zo bet o tiframma ac’hanon diouz tre skilfou an aerouant !…
— Penaos, n’eo ket me ? a c’houlenne ar glaouer. Ha n’ho peus ket gwelet ar pennou aze ganin ?
Dres ! d’an ampoent daou gi-bleiz Yann a ziskordas da chalpat, ha merc’h ar roue a baras he daoulagad war re he zalver gwirion ; ha Yann, dre douez an engroez a dud a oa eno, a respontas :
— Ar pennou, ya ; met maro edont, pa e teus o c’havet ; e-lec’h an teodou a zo ganin aman, ne welez ket, glaouer ?
Ha Yann o diskoueze, ar seiz teod forc’hek.
Ar glaouer, me ’lavar d’eoc’h, ne oa ket du-ze er friko. Eun tantad a voe savet ker buan e korn ar porz, ha gant ar pennou hag eskern ar glaouer e voe great glaou !
Ha Yann ?… Merc’h ar roue, dirag an holl, a deuas da bokat d’ezan ha d’her briata gant eur garantez divuzul. Ha Yann, intanv ar paour kêz Katellig, a deuas da veza mab-kaer ar roue.
An hini a gontas ar gonchenn a oa bet ivez er friko e-pad eiz deiz. Pa deuas d’ar gear, eo bet pell gant ar boan en e zivesker, kement e tansas jabadao ha gavotennou en enor da Yann savet « Eus an izel d’an uhel ! »