D’ar mintin war-lerc’h, ar Roue a wel ar voger en he zav, met, evel ne zistro ket Mizerig, eo red kredi ez eo bet lazet. Neuze ivez e tiskred n’oa ket gwir en doa lazet kant den gant eun taol dorn. Ha, koulskoude, ar voger a zo en he zav ! Penaos kement-se ?
Mizerig a zo digouezet e ti ar peulvan koz, ma c’heller rei an hano a di da beder renkennad gwez, sanket en douar, an eil tost d’eben, ha goloet a vlenchou.
Er maner-ze, ez eus war an tan eur pod-houarn eus brasder eur bailh-kouez, hag, e-tal an tan, eur wrac’h koz, tronset he muzellou, hir he dent, savet he fri kamm, astennet he chink askornet : maouez an ozac’h koz eo.
— Tan ! eme an hini koz ; me am eus naon. Lak er pod-houarn an houc’h am eus lazet dec’h. Me ’zo o vont da gerc’hat dour.
Eur renkad barrikennou goullo a zo e-tal an nor, Mizerig, hen, en dije bec’h a-walc’h evit eur varrikenn c'houllo. Ha c’hoaz ar feunteun a zo eur c’hart leo alese.
— Penaos ’ta, eme Vizerig, paotr fin dalc’hmat, penaos mont keid-all da gerc’hat dour bemdez ?… Ro d’in eur bal, eur varr, pe eur benveg bennak, ha me a ya dioustu da gerc’hat ar feunteun aman !
Sebezet-holl eo an daou goz, met ne falvez ket d’ezo diblas o feunteun, gant aon da louza he dour enni.