Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
YANN AR YOD
————
- Ar wreg en ti, ar gwaz er-mêz,
- Hag an holl draou a droio êz
- ’Vit brasa mad an tiegez !
Setu aze eur wirionez hag a zo oajet. Na c’houi, na me, nag ho tadou-koz, na va re-me, hini ebet ac’hanomp, a dra zur, na bihan na bras, na foll na fur, n’edo c’hoaz ganet, hag ar wirionez-ze a oa beo ha gwir. Ya, da vihana, mar deo red kredi ar gonchenn-man a zanevellas d’in, eun nozvez goanv, Gwilh an Truilhou, eur pilhaouer a-ziwar gichen kribenn Menez Arre.
- Me ’gred ne gontas d’in a c’haou
- Nemet eun hanter ger pe zaou !
- En e zac’h ’oa muioc’h a laou… Ec’h !
⁂
Neuze, eme Gwilhou an Truilhou, tudou, abaoe ez eus pell ; ez eus pell, da lavaret eo n’eo ket pell, e-giz pell-kerc’h pe pell-gwiniz, met pell amzer… D’ar mareou-ze, war am eus klevet, pep pilhaouer a c’houneze war-dro kant skoed en eun devez pilhaoua, hag hep en em skuiza c’hoaz !