Siouaz d’am zac’h ha d’am c’hein !… Perak n’oun-me ket bet deut beo d’an amzer-ze ? Gant kant skoed d’e zevez me a anavez eur pilhaouer ha na vije ket bet bloavez war-nugent ebet evit dastum eur yalc’hadig vrao. Met petra ’zervich ? Ya, petra ’zervich lakaat servich pa ne varv den, hag, a dreist-holl, pa n’eus ket arc’hant da baea ?… An amzer-ze n’eman mui ha ne gavo ken an hent da zont en-dro war he c’hiz.
Neuze ’ta, em oa eur eontr koz, leshanvet Yann ar Yod. N’em eus ket gallet morse gouzout da vat peseurt kerentiez a zo etrezomp. Ha, p’am bije gouezet hag an holl, kement-se n’en dije ket talvezet d’in da nemeur. Rak, ma vije bet pinvidik va eontr, e zanvez a vije bet ingalet pe dispignet gant e heritourien, abarz na vije deut netra beteg ennon. Sonjit ’ta ! Keit-all amzer a zo eo maro ar eontr koz-ze !… Ha neuze, hervez m’am eus bet lennet em yaouankiz war eur c’hoz tamm paper koz kroc’hennek, me ’gred a-walc’h, va eontr koz n’edo ket eur bern pinvidikoc’h eget e niz yaouank, rak n’edo ket pilhaouer… Nann, turier-douar edo Yann ar Yod, na muioc’h na nebeutoc’h, ha, diwar labour e zivrec’h, temzet gant c’houezenn e dal, dre zerr poania a-walc’h, eo e save, en e bemp parkig, peadra d’o maga, hen hag e wreg. Rak dimezet edo va eontr koz, hag e wreg, me ’gred, a oa va moereb.
Ouspenn d’e wreg Margodig, e oa c’hoaz perc’henn da eur c’haor kerniel hir, d’eur penn-moc’h du penn-da-benn, ha d’eun toullig ti dare da goueza en e vern, skoaset er gwasked ouz kein eun dorgenn, bepred, war e dôenn soul hanter-vrein, o sevel geot glas ha peuri druz, boued mat evit Bebekig, ar c’haor, a veze, peb an amzer, lakeat da beuri anezo.
Hag en tiegez an traou a yee didrouzik ha klok a-walc’h