— Pa gari, eme an ozac’h.
Hag, hep muioc’h a reuz, ez eont da gousket.
Antronoz, da gan ar c’hilhog, setu int o-daou war zav. Hag e voe great e-giz ma oa lavaret en deiz a-raok da noz.
Va moereb Margodig didrouz, o veza dihunet war he zu mat, a wiskas chupenn he Yann, a gemeras eur rastell, eur varr, eur falz, en dalc’her a-ziadrenv an nor, hag, ar benviou war he skoaz, a ya da labourat da bark an Tri-C’horn, en eur vala eun tamm kreun bara segal.
A-ziwar dreujou an ti, hag hep distrei, e lavaras d’he Yann :
— Ha, mar kerez, te ’oar, na zizonji ket da ober mern, ket ’ta ?
— Na te, eme egile, da zont d’he c’hlask ha d’he c’haout pa vezo dare, nag a-raok na war-lerc’h.
Chomet e-unan, Yann a lakeas da genta tavancher hanter-fank e wreg, ha dao d’al labour : kerc’hat dour, rei eun taolig skubellenn d’al leur-zi, eun taolig diboultrenna d’an arrebeuri.
Dre greiz m’edo gant skaota ar skudilli, war-dro nav heur, an aotrou « Reun-du » a zihunas en e graou, ha, naon d’ezan, a c’houlennas e lein. Ma voe red da Yann tomma gouelien dioustu, evit kaout peoc’h ha pa na vije ken. Hag, en eur vont er c’hraou, e welas edo dizonjet ivez war Bebekig, hag ar c’haor baour n’he doa ken labour da ober nemet lemma he c’herniel ouz ar voger, en eur zellet, a-us d’ezi, ouz eur gevnidenn o paka kelien war he gwiad stignet dindan an treust : labour inouus a-walc’h evit eur c’haor, evel ma welit.