Ar pez a zonje ivez Bebekig, hag he dije bet brasoc’h plijadur o labourat da garga he c’hof. Yann a roas ar blijadur-ze d’ezi, hag he c’hasas da douza ar peuri a greske hir war e dôenn blouz.
Eur pennad va eontr a chomas d’he diwall ; met, o welet an heol o pignat e toull unnek heur, e teuas sonj d’ezan eus ar skudilli da beurskaota, hag eus mern poent he farda. Ha, koulskoude, ne oa ket evit lezel Bebekig hec’h-unan war an dôenn. Petra ’zonjit-hu ? Ha mar kouezfe d’an traon ? Ha mar torrfe eur gar, pe ziou, pe deir, pe o feder zoken ?… Ne glevit-hu ket ar jolori gaer a rafe Margodig ? Hounnez a vefe eur zoubenn neuze ! Ya, unan deo c’hoaz !
Setu bec’h war e spered !…
Goude meur a zonj, goude krafignat e glopenn, goude sacha war e vleo, e kavas ar penaos. Hag hen, ken laouen ha tra gant e gavadenn, da gerc’hat eur gordenn, ha staga ar c’haor, ha da ziskenn penn ar gordenn dre doull ar moged. Ha prim da zont en traon !
Buan e lakeas yod mern war an trebez, ha tan dindan. Hag e stagas penn ar gordenn en-dro d’e zivesker, keit ha ma vefe o veska ar yod… met…
— Ho ! la ! !… Ho ! la ! !… Petra ’rez, Bebekig ? Pe fur pe zod out ?
Ar pez a reas al loen paour ’voe distaga eun taolig fringal war letonenn flour an dôenn c’hlas, emichans evit diazeza he c’hofad peuri. Siouaz ! en eur fringal, e risklas hag e kouezas,