Sur a-walc’h, mignon Lom, abaoue ec’h eus gwelet meur a zen, ha goude ?
Mad ! Ha mar em eus gwelet meur a zen etre Beg ar Raz ha Roazon, diouz Eusa da Gastel Pol, azalek Keraez betek Gwened…
Sell, kement-all ec’h eus muzulet henchou ar Vro ?… Mes, en eur randonna evel-se e-giz eur wrac’h koz, diwall da lakat ac’hanon da goll va amzer. Ha goude ’ta ?…
Ya sur, meur a voutou-lergoad am eus uzet, penn-da-benn gant an henchou, ar gwenojennou, ar ribinou… ha c’hoaz da vihana pa n’em eus ket bet uzet treid ha divesker betek pennou va daoulin ! Ya sur, meur a nozvez eo bet red d’in kousket er c’hrevier, ha c’hoaz, da vihana, pa n’oun ket bet toulgofet gant kerniel ar zaoud hag an tirvi, ya, diwallet e rankan beza bet. Eur wech…
Selaou, mignon Lom, marteze n’em eus ket c’hoaz hel lavaret d’it betek-hen ; mes hirio, da vihana, digor mad da ziouskouarn : me ne fell ket d’in chom keit-all da dremen va amzer o selaou digant va zervicherien randonennou merc’hed koz dizemez. Da genta, oc’h ober kement-se, em befe diou wech koll, koll va amzer va-unan, ha lakat va zervicherien da goll ive o amzer. An dra-ze n’ez a ket kalz d’in, an dra-ze a c’helfe hepken marteze beza mat evit Yan, va amezeg tost. — Neuze ’ta,