Pajenn:Crocq - Klenved ar medalennou, 1908.djvu/17

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9
KLENVED AR MEDALENNOU


Fistoulik

Perak c’hoarzez ken krenv ha ken difoutre kaer ?

Lom Bitous

Yan Avalou, aotrou ker, gwir e lavarit, setu aze eun amziod, eur furzod : ne ra morse netra egiz ar re-all. Bremaïk e oan war ar pare da lavaret d’eoc’h, sonj am eus breman, n’em oa morse gwelet diouskouarn ken hirr ba diouskouarn azen ho kenderv Yan !

Fistoulik

Mad ! Lom Bitous, c'hoarzin diwar goust mignoned e vestr a zo fall fall evit eur mevel, ha difenn-grons a ran ouzit hiviziken dont da zigeri da c’henou evit drouk-prezeg diwar-benn va nez-amezeg, Yan Avalou. Gwelloc’h kant gwech e kavfen ac’hanout oc’h en em emellout muioc’hik eus da labour war-dro va ziegez.

Mont a ran buhan, ha kenavo ! (Outan e-unan) Aotrou Doue ! hag int a zo teodou fall en o genou, ar zervicherien a vreman !…

(Mont a ra er-meaz),

Lom Bitous, oc’h azeza

A zo mat da gaout, eun teod-fall ! Koulskoude me garfe gouzout petra zo kroget e… en e ben a-drenv. Sur a-walc’h, traou nevez zo gant ar pôtr-koz !

(Trouz, ha Lom prim o sevel.)


Fistoulik, o c'hourzigeri an nor

Me an hini zo o tistrei. N’em eus kavet er porz na gwetur, na marc’h, nag ar mevel Fanchik-Fall.

Daoust ha n’ouzout ket e pe du eo troët Fan-

2.