Pajenn:Crocq - Klenved ar medalennou, 1908.djvu/18

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10
KLENVED AR MEDALENNOU

chik-Fall ? Ha setu aze c’hoaz servicherien ha ne vezont kavet nemet pa ne vez ezom ebet anezo. Dampret vo va ene, ma n’eo ket diwar an diaoul-koz an holl zervicherien a zo en amzer-vreman !

Lom Bitous

Aotrou ker, n’oun ket evit lavaret d’eoc’h da belec’h e vefe eat Fanchik-Fall. N’em eus gwelet liou ebet anezan abaoue ma ’z eo eat ac’halen en eur chokat eun tamm kreun, goude beza lounket e vanne « rouzik ».

Fistoulik

« Tammou kreun ha banneou rouzik » !

An amprevan ma zo anezan ! N’eo ket dizonjet gantan na dibri nag eva ! Oh ! nan, tanfoeltr ! Ankounac'heat en deus hepken beza prest da zervicha e vestr !… Hirio ne grazan ket re, mez ma vije bet c’hoarvezet kemend-all gantan daou pe dri devez zo, Fanchik-Fall a vije bet er-meaz eus an ti a-benn ar c'houlz-man. Sell ! nav eur-heol war bouez nebeut !

Mont a ran en hent, war droad ; buhannoc’h e rin va zro. Ha koulskoude louza va boutou-ler a rin, rak war lerc'h ar barrou amzer-fall a zo breman, pri ha fler a zo kenan ac’han da di va c’henerv Yan.

(En eur vont er-meaz).

Ah ! koz servicherien an amzer-vreman, gwelloc’h e vefe tremen hep o c’haout ! — Kenavo, mignon, Lom.

(Mont a ra war e bouezig er-meaz.)
Lom Bitous, oc’h azeza adarre.

Ma ! Droug zo eat ennan. E pelec’h an tanfoeltr ive e chomm Fanchik-Fall da guzat ? Ar pôtr koz ne vefe ket pell evit sina d’ezan e baper. (Trouz)

Pep ! Savomp ! Piou zo aze ?