Pajenn:Crocq - Klenved ar medalennou, 1908.djvu/31

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23
KLENVED AR MEDALENNOU


Lom Bitous

Morse n’oun bet arôk breman ; morse n’eo bet an alc’houez etre va daouarn.

Jakou

Petra a zo digouezet hirio gant ar Fistoulik neuze ?

Lom Bitous

O klask gouzout emomp. Bremaïk eo eat eus ar gear, laouen e-giz an heol en eur lavaret roi bep a vanne eus e win mat da gement-hini a deuje en ti. Biskoaz kemend-all !

Jakou

Enn dra bennak a zo koulskoude, red eo kredi.

Fanchik-Fall

(O tisken teir gwerennad, war bouez.) Me oar, me ? C’hoarzin a raimp.

Jakou

Alo, yec’hed mat ! Poent eo d’in mont en-dro.

Fanchik-Fall

Ya, savomp ar re man, ha bep a vanne all ne raio ket a zroug.

Jakou

Mat eo, fidamdoustik, kalz gwelloc’h eget gwin ar Bornik, an hostiz a gaver lonched en e vanneou !…

Lom Bitous

Sell, e pelec’h ema va spered ganin. Eun dra e oan war-nez dizonjal : en eur c’horn eus ar c’hao