Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24
KLENVED AR MEDALENNOU
em eus gwelet boutailhadou poultrennet o c’hof, ha skrivet a-us d’ezo : « Da eva, pa vezin medalennet. » N’ouzoun ket petra ar skrid-ze.
Fanchik-Fall
(War bouez.) Oh ! N’eo ket eston, keit ha ma ’z eo da ziouskouarn. Me oar mad, me.
Jakou
Marteze eo digouezet an deiz da eva ar boutailhadou-ze.
Jakou
Marteze ! Lakomp marteze, ha ne lavarimp ger gaou ebet.
An Daou-All
Alo, pôtred, n’eo ket skuiza ganeoc’h a ran, mes
« Eur c’hard-eur ha daou
Ha setu an hanter-eur genta eat e-biou ! »
Me ive eo poent d’in mont e-biou. Kenavo ar c’henta.
An Daou-All
Kenavo, Jakou, kenavo.
————
SEIZVED DIVIZ
Fanchik-Fall, Lom Bitous, Fistoulik
Lom Bitous, outan e-unan
N’eus forz, lavaro an neb a garo hag ar pez a garo, n’oun ket evit disonjal diouz ar pez am eus gwelet skrivet a-us d’ar boutailhadou gwin koz aze e korn ar c’hao.