a enor ? Nan, ne vez roet nemet d’ar zoudarded pe d’ar vartoloded ; ar mestr, gwir eo, a zo bet e brezel dek-ha-triugent, o kaout anoued du-ze e Kamp Conly. Mes abaoue zo pell. En amzer vreman, gwir eo, e vez roët kalz a vedalennou, n’ouzer dare evit petra.
(Kavet ar « sigar » gantan, e teu da azeza en dro). Mad ! Setu aman unan deo. Prim, tan warni ha moged !
Chom a ran berr da zonjal peseurt medalen a c’helfe kaout. Gwelomp ha traou nevez zo war ar gazeten. (Azeza ’ra ive ouz an daol.)
(An daou vevel a zav hag a guz kazeten ha « sigar »).
Ah ! Va mignoned, mad ez a an traou, mad e tro ar bed. Na me zo laouen an tamm ac’hanon ! — Sell ! em eus aoun, emoc’h dibrez ha dilabour ! Respont, Lom, petra e oas oc’h ober ?
Me, feiz d’am mestr, en eur c’hortoz ac’hanoc’h da zistroi, e oan o… o… oc’h ober…
Oc’h ober petra ?
Netra, mestr !