Pajenn:Crocq - Klenved ar medalennou, 1908.djvu/39

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31
KLENVED AR MEDALENNOU

c’houitel ne veze ket lavaret aotrou d’in ganit-te ! Tra, tra, pa vijemp, te o werza, me o prena eul leue-bihan, pe eul loan-korn bennak, neuze ne oas ket gwintet evel breman. Gwir eo ive, abaoue e teus chenchet giz ha troët da… da lost e bourc'hiz… O c’hortoz eun aotrou bennak emout Fistoulik, p’eo gwir e kemerez kemend-all a gig ?

Fistoulik

Ya, kompagnunez da goania ! Sell, red eo d’it dont ive, Job Saout, ha sur avad.

Job Saout

(Outan e-unan). — Bouldachou ! Ha n’eus deut ganin nemet kig hanter fall ! Kig eur c’hoz bioc’h ugent vloaz drailhet he gar ganti o vreskin !

(Uhel). — Ma ! Fistoulik, dont a rin evit ober plijadur d’it.

Fistoulik

Deut eo ar c’hig ganit ?

Job Saout

Ya, ya, pemzek lur zo dioutan, ha tammou brao c’hoaz.

Fistoulik

Mad ! Kemer eur banne hini krenv, neuze, ha bale da gas da banerad kig en tu-all. Plac’h-bras « Hotel ar Yod » a zo deut evit aoza koan d’eomp. Ne vo ket fall ar geusteuren, a gredan, rak hounez a zo boazet da farda traou lipous !

Job Saout, evet e vanne gantan

Neuze, kenavo en abardaez-man, Fistoulik ; kenavo.

Fistoulik

Kenavo, Job Saout. (Heman a gerz en tu-all gant