Pajenn:Crocq - Klenved ar medalennou, 1908.djvu/56

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
48
KLENVED AR MEDALENNOU



PEMPED DIVIZ


Fanchik-Fall ha Mazo an Treut


Fanchik-Fall

(O sevel a zindan an daol). Oei ! Oei ! Va c’hein ! Ah ! poan galon a-walc’h en deus o klask mont kuit. Setu aze eur « gatellig » hag unan diwar ar ouen vat c’hoaz ! Fidamdoustik ! tonton Herve, n’eo ket brao kaout eun teod evel hoc’h hini d’hon dispenna !

(An nor o tigeri war he gourzer).

Mazo an Treut

N’eus nemedout, Fanchik ?.

Fanchik-Fall

Deus en ti, kenderv Mazo. Mall am boa da welet ac’hanout.

Mazo an Treut

Hag a nevez aman ? Var pe du ez a an traou ?

Fanchik-Fall

War o zu mat, betek-hen ! — (En eur c'houesat). Ema ar frikou o c’hortoz hon «depute » Baraz hag e vedalennou. Evel just, den ebet ne deuio eus Kemper, na Baraz na medalen : hag ar frikou, pa vo fardet ; a rankor koulskoude dibri anezan. Fistoulik a gallo e benn diwar an taol. Oh ! Oh ! Oh ! Ah ! Ah ! Ah !

Mazo an Treut

Na c’hoarz ket ! Te lavar ne deuio den eus Kemper ? Eo, eo, dont a raio, arabad d’eomp chomm e hanter-hent. Kleo, ne c’hellomp ket, hini ebet ac’hanomp, lavaret ez omp an « depute »