Pajenn:Crocq - Klenved ar medalennou, 1908.djvu/57

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
49
KLENVED AR MEDALENNOU

Baraz, nan ! p’eo gwir Baraz a zo anavezet mad dre aman. Mes en eur lavaret ez omp e skrivagnerien, e sekretourien, e c’hellomp c’hoaz kaout hon loden eus ar frikou.

Fanchik-Fall

Gwir eo ; mes arabad d’eomp beza anavezet.

Mazo an Treut

Ne vezimp ket. N’eo ket dies digiza.

Fanchik-Fall

N’eo ket dies digiza. N’eus forz, red eo kaout dilhajou all da vihana.

Mazo an Treut

Aoun ebet da gaout. Kavet em eus dilhajou hag all : bep a chupen goz, bet da Yan Avalon va mestr, eur pennad ruban glas e korn pep chupen ; bep a dok kern-huel prenet dec’h e Kemper etouez ar « c’hoz dilhad », ha kaer pell zo ! Lakat a rimp ive eun tamm reun bennak da hirrat hor baro, hag eun tammig duad pillig ouz hon dioujod ; ha grosât bor moueziou eun disterra, ha den n’hon anavezo, te welo !

Fanchik-Fall

Ne oa ket deut ar zonj-ze em spered. Mes gant aoun da veza klevet, gwelloc’h eo d’eomp mont ac’halen da ziski hor c’hentel evit gwellât Fistoulik…

Mazo an Treut

Diouz klenved ar medalennou !…

(Ar gouel a ziskenn).

————